Alan Stivell

Aquarelle (Ar Pen All D'Al Lanneg)

Er penn arall d'al lanneg, gant va marr e fregan
War c'horre ar c'hleuz, ingal, divall, evel ma c'hallan

Rag ar boan a zeu c'hoazh da c'hloazañ va 'chroazell
Ha tost din, ur bodad skov a vir ouzh an avel

Da c'hwezhañ alan ouez war va c'hein dour-c'hwez mik
Nep son, na mouezh ne dorra digenvez ar c'hornig

'Met ur voc'hruzig laouen, ken tener he c'hened
Evit he neiziad, habask, o klask boued d'e baskañ

Rak evit ma treuzpado, bemdez hag a bep hent
Buhez arwareg an holl bet digant ar re-gent
Stream naživo