Alan Stivell

Ha Kompren't 'Vin Erfin

Garv eo bout diveizet
Gant ma breudeur dallet
Gwelloc'h e vin aze'et
War ur garreg er mor glas
'C'hortoz ar mare bras
D'am c'herner ha d'am c'has
Evel astell ur vag
Peñseet gant ar wag
Dislonket war an traezh
Aod un enezenn c'houez
Ar pezh 'm eus kavet laret matreze
'Vo kollet a-bezh
Marteze 'vo kollet
En ec'honder divent
Gantañ ster ebet
Netra muioc'h na nebeutoc'h
Ludu ur vuoc'h