Alan Stivell

Lusk (The Skye Boat Song)

Adal ar beure, betek an noz,
Pesketa eo ma lod
Kuitaet em eus ma ziig kloz
Kluchet e-tal an aod

Luskell va bag, war gribell an dour
Dispak da ouel, ha red!
Kaset war-raok en avelioù flour
Sent ouzh ar stur bepred!

Arnev oa bet, gleb-teil e oan
Kounnaret' oa ar mor
Me ne ran van, ret oe kaout paon
Trec'h omp d'an avel vor

An t-Eilean Sgitheanach
An t-Eilean a' Cheò
Hirw, an-diugh, hirio

Breman eo brav, seder ez on
Gwenn-erc'h e nij ar spoum
Be lemm va bag a sko en don
Kaset on dreist ar c'houmm

Setu an heol o vont da guzh
Pesked e-leizh am eus
Tro-war-dro din, bezhinoù druz
Va bag o zreec'h hep reuz